En Antilhez, muioc'h c'hoazh eget er pennvro, eo ar marv un dra a-bouez e red ar vuhez. Bevañ a reer an darvoud-se koulz lavarout evel ur gouel. [nbsp]
Ar filmaozour-mañ en dije gallet bezañ sterdead, rener arzel er bruderezh pe keginer steredennet. Diouzh an tu-mañ eus hon hunvreoù pe en tu all d'ar mor bras, war aodoù an Antilhez, anavezet mat gantañ o lusk sonioù hengounel. Evit hor plijadur en deus dibabet kas ac'hanomp da bourmen gant Zetwal
Evit komz eus pobloù Karib eo mat sellet a-dost ouzh ur blanisferenn. Ret eo mont pelloc'h eget skeudenn kokozek ez eo un dachenn kalz ledanoc'h gant douaroù war an douar-bras, enezegoù, tud disheñvel