Yoann an Nedeleg, sorc’henn ar pib-ilin (2016)

Gant : Ronan Hirrien


Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
Pourchas ar film :

France 3 Bretagne

Film war e hed

Ar soner pib-ilin yaouank Yoann an Nedeleg a gas ac’hanomp da veajiñ betek Bro Iwerzhon. Rannañ a raio e ved a sonerezh ganeomp.
Yoann an Nedeleg ne oa nemet 13 vloaz p’en doa klevet son ar biniou-ilin evit ar wech kentañ war albom Davy Spillane
« Pipedreams » : d’ar poent-se e ra e soñj seniñ gant ar benveg-mañ. Digeriñ ‘ra ar film gant an eñvorenn fromus-mañ hag ur veaj da atalier Davy Spillane, steredenn ar pib-ilin. Klozañ ‘ra pa zeu Davy Spillane da seniñ e strollad Yoann an Nedeleg e brasañ fest-noz Breizh, Yaouank, dirak 8000 a zañserien, e miz Du 2016.