An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Puntukurnu parna

Puntukurnu parna

Curtis Taylor

Film war e hed

Penaos treiñ an Dreaming pe amzer an hunvreoù? Unan eus an tri video sevenet gant an den yaouank Curtis Taylor evit diskouezadeg Yiwarra Kuju a zo bet dalc'het e Mirdi broadel Aostralia e 2010.

Gwelet ar fichenn

Nyiru

Nyiru

Curtis Taylor

Film war e hed

Wati Nyiru eo an den a gasas kuit seizh c'hoar ar C'hornôg war-zu ar Reter. Un doare da envel o douaroù…

Gwelet ar fichenn

Ngurra-kurlu

Ngurra-kurlu

Maxwell Tristan Tasman / Steve Jampijinpa

Film war e hed

Ar mestr Steve Jampijinpa a gelenn 5 piler ar sevenadur Walpiri.

Gwelet ar fichenn

Neko, dernière de la lignée

Neko, dernière de la lignée

Anastasia Lapsui / Markuu Lehmuskallio

Tamm

E Sibiria soviedel, er bloavezhioù 1960. Neko vihan, ur bugel eus ur bobl valeerien, a vev gant lusk mareoù ar bloaz e-kreiz an toundra gant he mamm-gozh hag he zad. Chamanez e vo pa vo bras. Met pinvidigezhioù energiezhel ar vro a zesach ar (...)

Gwelet ar fichenn

Les noces de Palo

Les noces de Palo

Knud Rasmussen

Tamm

Ar film faltazi-mañ a zo bet filmet e-pad ergerzhadenn ziwezhañ an doktor Knud Rasmussen, an ergerzher danat brudet eus Arktika (ganet e 1879 er Greunland, marvet e 1933). Setu ar sinopsiz : an hañv eo er Greunland. Daou chaseour yaouank, Palo ha (...)

Gwelet ar fichenn

Les caprices de la pluie (The Caprices of Rain)

Les caprices de la pluie (The Caprices of Rain)

Sergueï Potapov

Tamm

War vord un hent digenvez e biz Sibiria ez eus – dic’hortosat!– ur zoo. Ur c'hlañvdiour yaouank a ra war-dro al loened, ha bemdez ar memes tra. Un devezh, hag eñ o vleinañ war un hent gleb hag unton, e wel dirazañ, astennet a-dreuz an (...)

Gwelet ar fichenn

Le pêcheur (Balyksyt)

Le pêcheur (Balyksyt)

Viatcheslav Semionov

Tamm

 E bro Sac'ha, e kreizig-kreiz koadeier Sibiria, ez eus ur pesketaer kozh o vevañ war ribl ul lenn disoñjet. Tec'hel a ra rak an dud, evel un ermit, bemdez e veul ar speredoù evit ar boued roet dezhañ gant an natur. Un devezh p'emañ o (...)

Gwelet ar fichenn

Le pays de la terre sans arbre ou le mouchouânipi

Le pays de la terre sans arbre ou le mouchouânipi

Pierre Perrault

Film war e hed

Istorioù kozh chase met gant skeudennoù a-vremañ, ur goulenn muioc'h eget un danevell. Da biv 'ta eo douaroù ar Mouchouânipi el lec'h ma'z eus ur bobl amerindian kantreer o vevañ? Bemdez e reont en-dro ar memes lidoù evel ma veze graet (...)

Gwelet ar fichenn

Kuul

Kuul

Curtis Taylor

Film war e hed

 Ar gumuniezh orinat Martu a zoug kalz a bri d'he skolioù hag ouzhpenn-se int divyezhek !

Gwelet ar fichenn

Kündül

Kündül

Viatcheslav Semionov

Tamm

 E 1942 ez eus bet diblaset ur bern tud en Unaniezh Soviedel. Bodad Kreiz an Arme a c'hourc'hemennas kas da Arktika un daou-ugent kolc'hoz korn-bro Tchouraptcha da greiz Yakoutia evit diazezañ peskerezhioù da vagañ soudarded an talbenn. 4 (...)

Gwelet ar fichenn

Jeudi soir dimanche matin

Jeudi soir dimanche matin

Philippe Lubliner

Bandenn-vrudañ

En ur ober ur remziad eo deuet an alkool, e-touez ul lodenn eus ar re yaouank, an doare d'en em strujañ ar buanañ posupl. Er C'hornôg bras, « 60% eus ar re yaouank oadet a 17 vloaz a lavar o deus bet lonket en un taol muioc'h eget pemp gwerennad (...)

Gwelet ar fichenn

Aborigines of the sea coast

Aborigines of the sea coast

Charles Mountford

Film war e hed

 Ur film dispar graet da geñver ergerzhadenn an etnologour Mountford war Douaroù Arnhem e norzh Aostralia. Filmañ a ra ar bobl Yirrkala, o doareoù chaseal ha pesketa hengounel, o ijin evit sevel bigi... Un teulfilm dibaot diskouezet e-kerzh (...)

Gwelet ar fichenn