An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Jean Ziegler, contre l'ordre du monde

Jean Ziegler, contre l'ordre du monde

Elisabeth Jonniaux

Bandenn-vrudañ

Un emgav gant Jean Ziegler, stourmer ar mennozhioù, bet savet gantañ un oberenn dibleg a-enep « urzh kanibal » ar bed.

Gwelet ar fichenn

Mémoires tsiganes, l'autre génocide

Mémoires tsiganes, l'autre génocide

Juliette Jourdan / Idit Bloch

Bandenn-vrudañ

Testenioù an Dziganed diwezhañ chomet bev da heul o heskinererezh gant an nazied ; diellskeudennoù diembann ar pep brasañ anezhe. Degas a ra ar film-mañ pennoberourien al lazhadeg veur war-wel, e kement lec’h zo bet, ha dielfennañ a ra an (...)

Gwelet ar fichenn

Si tu t'imagines Sarajevo

Si tu t'imagines Sarajevo

Guillaume Lavit d'Hautefort

Tamm

Pemzek vloaz goude dibenn ar seziz e talc’h Sarayevo, e kreiz Europa, da vont war-raok kamm-digamm etre daou brantad, etre daou rummad. N’eo ket aet kleizennoù ar brezel diwar-wel evit c’hoazh, etre an araokadur hag an eñvor, etre an dazont (...)

Gwelet ar fichenn

Sarajéviens

Sarajéviens

Damien Fritsch

Bandenn-vrudañ

Penaos emañ an traoù gant tud Sarayevo, bremañ m’eo troet holl gameraioù ar bed war-zu tud ha lec’hioù all ?

Gwelet ar fichenn

Kosovo mission inachevée

Kosovo mission inachevée

Elisabeth Jonniaux

Tamm

Dalc’hoù diheubidigezh Kosovë ; skoilhoù ouzh kefridi UNO : ur sell geopolitik lemm.

Gwelet ar fichenn

Kosma

Kosma

Sonja Blagojević

Tamm

Ur radio hag a ra ul liamm etre kumuniezhoù Serbia pell an eil diouzh eben.

Gwelet ar fichenn

The wall

The wall

Nikola Polić

Film war e hed

E Kosovë zo bet troc’het ur skol dre an hanter : skolidi albanat diouzh un tu ha Serbiz diouzh an tu all.

Gwelet ar fichenn

La femme du ferrailleur

La femme du ferrailleur

Danis Tanović

Tamm

Stourm an houarnachaer hag e wreg, n’o devez tamm gwir na skoazell sokial ebet e Bosnia a-vremañ.

Gwelet ar fichenn

il était une fois la Yougoslavie : Cinéma Komunisto

il était une fois la Yougoslavie : Cinéma Komunisto

Mila Turajilic

Bandenn-vrudañ

Gant Tito, prezidant Yougoslavia e voe krouet ur meni « Hollywood ar Reter » e Beograd, a voe desachet eno steredennoù a-seurt gant Richard Burton hag Orson Welles, kement ha teurel blaz an hoal war ar striv broadel-se. Gant e vannour-filmoù (...)

Gwelet ar fichenn

Notre musique

Notre musique

Jean-Luc Godard

Tamm

An ifern, ar purgator hag ar baradoz, tri frantad evit taolenniñ ar brezel, an daspren hag ar gourdrouz.

Gwelet ar fichenn

Je vous salue Sarajevo

Je vous salue Sarajevo

Jean-Luc Godard

Film war e hed

Ur varzhoneg a skeudennoù gant gerioù Godard.

Gwelet ar fichenn

Balkan rhapsodies 78 measures of war

Balkan rhapsodies 78 measures of war

Jeff Daniel Silva

Tamm

Etre Kosovë ha Serbia, sell un etnografour amerikan, an estrañjour kentañ anezhañ o tont e Serbia e 1999.

Gwelet ar fichenn