An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
L'usine rouge

L'usine rouge

Marie Hélia

Tamm

Istor ar friturioù pesked e Douarnenez kontet gant merc'hed hag o deus labouret enno etre 1905 ha 1989: ar stourmoù hag an harzoù-labour o deus graet gant martoloded a-dal da vistri na oant ket prest da reiñ goproù uheloc'h. « Derc'hent-dec'h (...)

Gwelet ar fichenn

Mon lapin bleu

Mon lapin bleu

Gérard Alle

Tamm

Emaomp e penn ar bed. Yvonne, ar batronez, a servij banneoù gwin ruz d'ar c'hoarierien 'r c'hartoù, gwerzhañ a ra bara, malañ a ra pebr, kavout a ra ar ger dik pe  frazenn c'hwek a lakay an deiz da barañ. Ganet eo bet en ti-se pevar-ugent (...)

Gwelet ar fichenn

Lettre à ma soeur

Lettre à ma soeur

Habiba Djahnine

Film war e hed

Ma c'hoar, Nabila Djahnine, prezidantez ar gevredigezh « Thighri N'tmettouth » (Youc'hadennoù merc'hed), a zo bet lazhet en ur gwalldaol d'ar 15 a viz C'hwevrer 1995 e Tizi-Ouzou, ur gêr a Gabilia, kant kilometrad eus Aljer. Distreiñ a ran di (...)

Gwelet ar fichenn

Les filles de la sardine

Les filles de la sardine

Marie Hélia

Tamm

Un 300 bennak emaint c'hoazh o labourat e fritur goshañ ha diwezhañ Douarnenez. Darn zo bet kemeret  nevez 'zo darn all zo o labourat eno abaoe bloavezhioù. El labouradeg pe « e-diavaez ar mogerioù », e kont dimp « Merc'hed ar sardin » (...)

Gwelet ar fichenn

Les chevalières de la table ronde

Les chevalières de la table ronde

Marie Hélia

Bandenn-vrudañ

50 vloaz stourm evit gwirioù ar merc'hed kontet gant ar re o deus stourmet. Oadet int bremañ etre 60 ha 85 vloaz, an oad da vont kuit eme ar re goshañ hag a-raok kuitaat o deus da lavaret… kalz a draoù: o buhez maouez, mamm, pried, (...)

Gwelet ar fichenn

Haiti, nous là ! Nou la !

Haiti, nous là ! Nou la !

Tahani Rached

Film war e hed

Setu skeudennoù ha testenioù eus Haiti o tiskouez an aon o ren e-kerzh dilennadoù c'hwitet an 29 a viz Du 1987. Polis an arme a zo galloudus hag e servij ur galloud despotek hag a spont ur bobl baour hag a rank menel sujet. Ha ma na vefe an holl (...)

Gwelet ar fichenn

Beyrouth, à défaut d'être mort

Beyrouth, à défaut d'être mort

Tahani Rached

Film war e hed

Breutadenn sebezus a-enep ar brezel, testeni fromus a-berzh saveteidi libanat, dreist-holl ar re a zo chomet bev war-lerc'h drouklazhadeg Sabra ha Chatila. Sachet e  vo evezh an dud gant ar film-se, n'eo ket hepken ar re zo dedennet gant stad (...)

Gwelet ar fichenn

Ris ta vie, Riga, Tallin, Vilnius

Ris ta vie, Riga, Tallin, Vilnius

Patrick Prado

Miz Kerzu 1994. Un toullad devezhioù a-raok na'z afen kuit d'ar broioù dalt, Guy Debord, diazezer ar saviadelouriezh etrebroadel, aozer « Kevredigezh an Arvestoù » a varv, emlazh ha poazh gant an alkool. Diwar levezon an degouezh-se eo bet (...)

Gwelet ar fichenn

Un monde enragé, le temps d'Anjela Duval

Un monde enragé, le temps d'Anjela Duval

Patrick Prado

Film war e hed

Un monde enragé, le Temps d'Anjela Duval a zo eil niverenn un heuliad anvet « Basculement ». Komz a ra eus tu all an istor dre buhez, mouezh ha barzhonegoù ur beizantez kozh hag a gomz eus dibenn ar beizantelezh stumm gwechall o lezel ar plas (...)

Gwelet ar fichenn

Sarajevo-Belfast : la guerre à 18 ans

Sarajevo-Belfast : la guerre à 18 ans

Baudouin Koenig

Film war e hed

En daou benn eus Europa, brezelioù war ziazezoù relijiel. Div liseadez, Sanina e Sarajevo, Bosniakez vuzulman  ha Ciara e Belfast, Iwerzhonadez  katolik, a gont an eil d'eben penaos e vever ar brezel pa vezer 18 vloaz.

Gwelet ar fichenn

Odette du Puigaudeau

Odette du Puigaudeau

Brigitte Chevet

Tamm

Poltred un ergerzherez eus ar bloavezhioù 30, aet da zizoloiñ Maouritania.

Gwelet ar fichenn

Avec mes quelques rides

Avec mes quelques rides

Brigitte Chevet

Tamm

Jeanne, Hélène, Simone ha Marcelle a zo etre 78 ha 80 vloaz, bevañ a reont holl en un oaled evit tud kozh e Brest. Ne oa netra a-raok en o buhez a vicherourezed a zouge anezho d'ober kement-mañ : c'hoari evit ar skinwel.

Gwelet ar fichenn