An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Gangster project

Gangster project

Teboho Edkins

Tamm

Un diellfilm-faltazi savet gant Teboho Edkins, ur filmaoazour yaouank eus iKapa (Cape Town) anezhañ ; un daolenn dibar anezhi - ha fent enni - diwar buhez lankoned Suafrika.

Gwelet ar fichenn

Kenedi goes back home

Kenedi goes back home

Želimir Želnik

Tamm

Bezañ zo eus ar Serbad Želimir Žilnik unan eus an nebeud filmaozourien er Balkanioù hag a daol pled ouzh Rromiz ar broioù-se.

Gwelet ar fichenn

Bosnia hotel

Bosnia hotel

Thomas Balmes

Tamm

Beaj souezhus ur bagad brezelourien Samburu a Vro Genya, aet da soudarded c’hlas UNO e Bosnia.

Gwelet ar fichenn

Le monde perdu

Le monde perdu

Vittorio De Seta

Tamm

Un tañva eus oberenn un dielfilmour italian dispar er bloavezhioù ’50 hag a blije dezhañ filmañ al labourerien…

Gwelet ar fichenn

Petite conversation familliale

Petite conversation familliale

Hélène Lapiower

Tamm

Penaos derchel gant hêrezh yiddish ar familh, merket gant eñvor Lazhadeg Veur ar juzevien, ha lusket gant chikanoù ouzh taol ?!

Gwelet ar fichenn

Je ne t'aimerais pas tant

Je ne t'aimerais pas tant

Charles Veron

Tamm

Aberzhet en deus Paul Dupuis e garantez evit Félicie er bloavezhioù 50. Kuitaet en deus Breizh hag aet d'ar c'hloerdi ha dibabet bezañ misioner ha setu-eñ kaset da zifraostañ aodoù Afrika ar C'hornaoueg c'hall. Daou-ugent vloaz goude, e penn (...)

Gwelet ar fichenn

Le pressentiment (Bitteni)

Le pressentiment (Bitteni)

Lukatchevski

Tamm

E sioulder natur an diskaramzer, ez a un tad-kozh hag e vab-bihan da besketa war vord ul lenn. Emañ ar goañv o tostaat ha gantañ skeud ar marv. N'heller ket herzel ouzh rod an c'houlzioù-amzer d'ober he zro.

Gwelet ar fichenn

Qu'allaient-ils faire là-bas ?

Qu'allaient-ils faire là-bas ?

Pierrick Guinard

Tamm

 Ar bloavezhioù hanter-kant. Filmet eo bet Afrika hag ar misionoù gant breuriezhioù misionerien gatolik. Tadoù 'zo a oa ur c'hamera ganto. Ar pal : sevel filmoù bruderezh pe tutaerezh evit broudañ  galvedigezhioù er parrezioù hag (...)

Gwelet ar fichenn

Questions d'image

Questions d'image

Alain Gallet

Tamm

 Petra an diaoul a c'hell frammañ a-hed ar bloavezhioù, gant ur meskaj klichedoù ha gwirionezioù degemerus, skeudenn ur vro hag, evit bezañ resisoc'h, skeudenn Breizh a-vremañ?

Gwelet ar fichenn

Vague à l'âme paysanne

Vague à l'âme paysanne

Jean-Jacques Rault

Tamm

Tri feizant o chom e Kreiz-Breizh a gont o buhez pemdeziek, ur vuhez a labour, a blijadur, a redi, a zouetañs... Stag int ouzh skoaziadoù arc'hant Europa hag ouzh kemm-digemm  priz ar marc'hadoù. Ar film a ziskouez an diaester bevañ-se, met (...)

Gwelet ar fichenn

Sieidi - La pierre sacrée

Sieidi - La pierre sacrée

Åsa Simma

Film war e hed

Ur plac'h kozh a ziwall ur maen sakr. An amzer n'en deus tamm krog ebet el lec'h hud-se. Un devezh ez eus bet lakaet ur banell evit heñchañ an douristed ha deuet int niverus da lakaat strafuilh el lec'h peoc'hus-se. En ur gontañ istor ar (...)

Gwelet ar fichenn

A l'ouest de la Mongolie

A l'ouest de la Mongolie

Delphine Deloget

Film war e hed

Mont a reomp war varc'h, hep heñcher na skiant-prenet, a-dreuz stepinier Mongolia da glask muzikerien kantreourien. Ma'z omp entanet gant ar c'hoant selaou ha kejañ gant tud ez omp gwasket buan-tre gant an diaesterioù: an digenvez, kudennoù a (...)

Gwelet ar fichenn