An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Le bouillon d'awara

Le bouillon d'awara

Marie-Clémence ha Cesar Paes

Tamm

Soubenn awara a zo un doare kig-soubenn gant ur bern traoù a bep seurt e-barzh. Lâret 'vez penaos an hini a zebr diouti deiz Lun Fask ne guitao morse ken Gwiana. Adalek ur rekipe kegin, a zo war un dro ur vetaforenn hag ur meuz, e weler mat (...)

Gwelet ar fichenn

Angano, Angano

Angano, Angano

Marie-Clémence ha Cesar Paes

Tamm

Ur veaj dre ar c'hontadennoù hag ar marvailhoù evit dizoloiñ Madagaskar. Un droiad etre gwirvoud hag ijin, gant fent ha teneridigezh, un hengoun dre gomz evit kontañ ar sevenadur malgach.

Gwelet ar fichenn

Aux guerriers du silence

Aux guerriers du silence

Marie-Clémence ha Cesar Paes

Tamm

Troet eo bet ar film-mañ e Laponia hag er Brazil. Komz a ra eus an darempredoù etre an Den hag an Natur gwelet gant sell ar pobloù henvroat, ar Samied en Arktika hag ar Fulni-oed e Brazil.

Gwelet ar fichenn

In the name of god

In the name of god

Anand Patwardhan

Bandenn-vrudañ

Un emgann gant tud lazhet, e miz Kerzu 1992, etre emsaverien hindou ha musulman en Ayodhya a zo bet un digarez evit ar sevener da gomz eus ar reolennoù relijiel hag eus ar fanatiezh o ren en e vro.

Gwelet ar fichenn

Jai Bhim Comrade

Jai Bhim Comrade

Anand Patwardhan

Bandenn-vrudañ

Abaoe miliadoù a vloavezhioù e Bro-Indez ez eo an Dalited tud « dic'hlan » hag e c'houzañvont krizderioù a bep seurt. E 1997 e oa bet mastaret delwenn an doktor Ambedkar , ezel eus ur gumuniezh dalit. Ar polis en doa tennet war an dud a oa o (...)

Gwelet ar fichenn

Duo

Duo

Gulya Mirzoeva

Film war e hed

Dre an troc'hadoù kaoz etre daou Rusian kozh reuzeudik  e ouezer penaos eo o buhez pemdeziek, e tizoloer o istor hag ar garantez en deus bet unan diouto hag a zo bet sklêrijenn e vuhez. Ur berlezennig a film tener ha barzhonius war un dro.

Gwelet ar fichenn

Shabbat

Shabbat

Film war e hed

Ar film-mañ a zo diwar-benn kumuniezh yuzev Boukhara en Ouzbekistan da vare an divroadegoù bras etrezek Israel hag ar Stadoù-Unanet.

Gwelet ar fichenn

Hentoù 70

Hentoù 70

Roland Michon

Film war e hed

Titl ar film a gas ar sellerien da heul Bob Dylan, Jack Kerouac hag ar spered nevez, ganet er bed a-bezh e fin ar bloavezhioù 1960. E Breizh emañ ivez an traoù o cheñch. E 1968 e lavarer e fell d'ar C'hornog bevañ, ha tonioù sonerezh mod nevez (...)

Gwelet ar fichenn

Portrait de Lionel Saint-Eloi

Portrait de Lionel Saint-Eloi

Anne Lescot

Film war e hed

Poltred un arzour haitian, Lionel St-Eloi, livour ha kizeller, arzour ha soner, zoken ma ne lavar ket…

Gwelet ar fichenn

Des hommes et des dieux

Des hommes et des dieux

Anne Lescot

Tamm

Treuz heñvelrevidi ha treuzwiskidi e bed ar vodou. En ur vro lec'h eo tabou c'hoazh komz eus heñvelreviadezh e teu ar vodou da vezañ ul lec'h frank. Pep hini a c'hell, n'eus forzh petra e vefe e revelezh,  kaout eno repu ha frealzidigezh.

Gwelet ar fichenn

Ur vals ar garantez

Ur vals ar garantez

Sébastien Le Guillou

Film war e hed

Francis ha marie-Thérèse ur gwir gouplad 'mann en trezo 'med karanteiz e leizh... Ar wech kentañ e devoa graet ur vals asambles e oa un dro d'al lanneier chapel Krist 'barzh Tregrom da vare ar Pardon... A-viskoazh ha dalc'h mat o devo bet Francis (...)

Gwelet ar fichenn

Toer ar c'houerc'had

Toer ar c'houerc'had

Sébastien Le Guillou

Film war e hed

If Gwilhou n'eus graet evel e dad, dilezet ar skol buhan ha buhan hag aet d'he heul war ar skeul d'ober ar vicher toer. E vuhez pad eo bet eus eil toenn d'egile... War e leve bremañ e gont an hanter kant vloaz tremenet war toennoù ar vro !

Gwelet ar fichenn