An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Islandais

Islandais

Patrice Roturier

Film war e hed

E 1935 e tistro ar vag « la Glycine » d'ar porzh goude bezañ bet e-pad c'hwec'h miz o pesketa er-maez da aodoù an Island. Ar c'hampagn-se a lakao un termen d'un istor a vor. Akipaj ar oueletenn, evel miliadoù a vartoloded c'hall, o doa kuitaet (...)

Gwelet ar fichenn

Hamdan

Hamdan

Martin Sola

Tamm

Hamdan, ur stourmer palestinian kozh, en deus tremenet 15 vloaz en toull evit bezañ desket da dud yaouank implij danvezioù tarzh. E istor, kontet a vouezh-a-vaez gant skeudennoù kreñv, a ya dre hentoù didud, tiez dirapar, dremmoù mut.

Gwelet ar fichenn

Encuentro de hombrecitos

Encuentro de hombrecitos

Alejandro Legaspi

Film war e hed

 Daou baotrig a ro dimp ur wel sklaer war o buhez. Dougerien int er marc'had ha labourat a reont diehan adalek ar mintin betek an noz. O sell a zo didruez ha fromus war un dro ken ez eo bamus…

Gwelet ar fichenn

Come with me at the sacred mountain

Come with me at the sacred mountain

Mona Hoel

Film war e hed

 Klip sonerezh evit ar ganerez Sami Mari Boine a gan e samieg « Vuollgge mu mielde Bassivarrai » « Deus ganin d'ar menez sakr ». Tabut a oa savet evit pennadoù 'zo er film, pa oant awenet diwar fedoù kristenaat gouzañvet gant ar bobl-se.

Gwelet ar fichenn

Chacun sa Palestine

Chacun sa Palestine

Nadine Naous / Léna Rouxel

Tamm

 Sabrina, Rawad, Said ha repuidi palestinian yaouank all, bet ganet el Liban, a ya an eil war-lerc'h egile da di ul luc'hskeudenner. Aes eo reolenn ar c'hoari. Pep hini a zibab kaout e skeudenn a-douez peder c'hêr arouezius-kenañ: New York, (...)

Gwelet ar fichenn

Blagues à part

Vanessa Rousselot

Kendrec'het eo ar sevenerez n'eus harz ebet d'ar c'hoarzh etre ar broioù. Mont a ra neuze dre Balestinia da glask ar fent a zo eno. Ar respont kentañ a zeu kerkent : « Hor buhez amañ n'eo nemet ur farsadenn». Tamm-ha-tamm ez a an teodoù (...)

Gwelet ar fichenn

Before Bach

Before Bach

Roland Thepot

Tamm

Istor ur skol sonerezh dibar a zo kontet er film-mañ : istor Kreiz Breizh Akademi. Diwar raktres Erik Marchand eo bet diwanet ar skol. Erik Marchand oa e bal treuskas e sonerezh hag e skiant-prenet d’ar re yaouank evel m’o doa graet ar re gozh (...)

Gwelet ar fichenn

Bagad

Bagad

Christian Rouaud

Tamm

 E-pad meur a sizhunvezh eo en em silet Christian Rouaud e bed ur bagad, hini Lokoal-Mendon, ha studiet en deus emdroadur an darempredoù etre ar sonerien, ar prantadoù fallgaloniñ pe entan. An holl draoù a lak birvilh pa vezer o prientiñ (...)

Gwelet ar fichenn

Avec Dédé

Avec Dédé

Christian Rouaud

Bandenn-vrudañ

 Dede ar Meut, bet damwelet e daou film a-raok, a zo bremañ penndudenn hemañ. E Breizh, el lec'h m'eo bet ganet, e tremen e amzer oc'h ober div vicher liammet an eil gant eben. Dastum ha brudañ sevenadur dre gomz ar Mor-Bihan a ra en ur vont (...)

Gwelet ar fichenn

A Sami in the city

A Sami in the city

Liselotte Wajstedt

Film war e hed

 Ar sevenerez sami o tizoloiñ Stockholm ar gêr vras. Klask a ra treiñ en he yezh vamm gerioù o tennañ d'ar c'hêrioù. N'eo ket aes…

Gwelet ar fichenn

A la gauche du père

A la gauche du père

Nathalie Marcault

Tamm

 « Bep noz e welen ma zad o pignat gant ar straed en ur horjellat. Marv eo setu 18 vloaz 'zo dre re lonkañ. Abaoe e klaskan un tasmant. Goulennet em eus skoazell digant ma familh evit reiñ buhez dezhañ en-dro evit ma vefen disammet. » (...)

Gwelet ar fichenn

Le testament de Tibhirine

Le testament de Tibhirine

Emmanuel Audrain

Tamm

Skrapet ha lazhet ez eus bet seizh manac'h gall e manati Tibhirine, e Menez Atlas, 150 km eus Aljer pa oa ar brezel etre islamisted ar GIA ha stad Aljeria en e washañ e miz Meurzh 96. Daoust d'an arvar war o buhez o doa divizet chom en o manati. Da (...)

Gwelet ar fichenn