An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù
Au pays des jours sans fin

Au pays des jours sans fin

Douglas Wilkinson

Film war e hed

Diskouezadeg tresadennoù ha kizelladurioù inuit e palier L'Empreinte e Strasbourg. Ur strollad merc'hed Inuit a gan da geñver an degouezh-se.

Gwelet ar fichenn

Heritage fight

Heritage fight

Eugénie Dumont

Tamm

Chom a ra c'hoazh un toullad lec'hioù gwerc'h war an Douar, met evit pegeit c'hoazh? Emañ Broome e penn pellañ  Kimberley, korn-bro gouez diwezhañ Aostralia.

Gwelet ar fichenn

A la conquête du sel

A la conquête du sel

François Gauducheau

Tamm

Ur paluder yaouank a zo war-nes kuitaat e baludoù-holen e Gwenrann evit mont d'en em staliañ er Mor-Bihan evit adlakaat e stad vat  paludoù kozh dilezet  abaoe 50 vloaz. Ma teu da vat e vo ar poulloù-holen-se ar re uhelañ e (...)

Gwelet ar fichenn

Enseignement traditionnel : la mort

Enseignement traditionnel : la mort

Eddy Malenfant

Tamm

Un Innu yaouank a Vro-Gebek o teskiñ ur vicher.

Gwelet ar fichenn

El Oued, El Oued

El Oued, El Oued

Abdenour Zahzah

Bandenn-vrudañ

Ur veaj a-hed oued Sidi El K'Bir adalek andon ar vammenn en Atlas Bihan, 1525m uhelder. A-hed plaenenn ar Mitidja, ar Mazafran, etre wilayaoù Aljer hag hini Tipasa, un heuliad souezhus a zegouezhioù gant ar gevredigezh aljerian.

Gwelet ar fichenn

Amazonie, le souffle indien

Amazonie, le souffle indien

Mylene Sauloy

Webteul

Kinnig a reomp deoc'h mont da veajiñ war ur birogenn gant red an dour hag ar marvailhoù. Ur veaj gant lusk Indianed Amazonia, gant o daoulagad, o sell war ar bed hag an amzer, penaos e welont an dud wenn hag ar cheñchamant hin.

Gwelet ar fichenn

Haïti, chronique d'une catastrophe annoncée

Haïti, chronique d'une catastrophe annoncée

Arnold Antonin

Tamm

D'an 12 a viz Genver 2010 eo skoet departamant Kornôg Republik Haiti gant ur c'hren-douar 7,3 a veurez. Un darvoud mantrus, kalon ha kaerded pobl Haiti, betek pelec'h e c'hell ar genskoazell etrebroadel mont? En em c'houlenn a reer piv zo kablus (...)

Gwelet ar fichenn

Ris ta vie, Riga, Tallin, Vilnius

Ris ta vie, Riga, Tallin, Vilnius

Patrick Prado

Miz Kerzu 1994. Un toullad devezhioù a-raok na'z afen kuit d'ar broioù dalt, Guy Debord, diazezer ar saviadelouriezh etrebroadel, aozer « Kevredigezh an Arvestoù » a varv, emlazh ha poazh gant an alkool. Diwar levezon an degouezh-se eo bet (...)

Gwelet ar fichenn

Un pays sans bon sens

Un pays sans bon sens

Pierre Perrault

Film war e hed

Film-arnod a zivout ur gudenn a-bouez-bras : petra eo bezañ eus ur vro ? Santimantelezh diamzeriet pe gwirionez don psikologel ma kreder eo gwriziennet don e kalon an den? Tremen a ra ar film en ur vroad war glask:   Kanadianed gall ha pobloù (...)

Gwelet ar fichenn

Aux guerriers du silence

Aux guerriers du silence

Marie-Clémence ha Cesar Paes

Tamm

Troet eo bet ar film-mañ e Laponia hag er Brazil. Komz a ra eus an darempredoù etre an Den hag an Natur gwelet gant sell ar pobloù henvroat, ar Samied en Arktika hag ar Fulni-oed e Brazil.

Gwelet ar fichenn

Bombay our city

Bombay our city

Anand Patwardhan

Bandenn-vrudañ

Ur sell sklaer ha lemm war ar miliadoù a dud zo  o vevañ e  kervidonioù e kêr-benn ekonomikel India : o stourm pemdeziek evit treuzvevañ, o stourm a-enep  breinadur ar velestradurezh ha koulzadoù distruj kaset da benn gant ar (...)

Gwelet ar fichenn

Kanehsatake, 270 ans de résistance 1993

Kanehsatake, 270 ans de résistance 1993

Alanis Obomsawin

Film war e hed

Ur c'heñveriadur istorel e 1990 en deus lakaet war wel, war ul live etrebroadel hag e koustiañs ar Ganadianed,  kudennoù henvroidi Kanehsatake ha kêriadenn Oka er C'hebek. 78 devezh ha nozvezh anken  a-dreñv da vardelloù graet gant (...)

Gwelet ar fichenn