An holl filmoù

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
Pobl(où)
Danvez(ioù)
Videoioù

N’eo ket echu ar fest ganimp (2016)

Gant : Ronan Hirrien

Hyacinthe Guégan, bet ganet e 1924, a zo aet d’an anaon. Ar c’hoshañ soner klarinetenn eus Bro Rostren e oa. Da vare an Okupasion en doa sonet en euredoù ha dañset er baloù kuzh. War-lerc’h ar brezel en deus sonet en euredoù hag er baloù. Evel kalz sonerien eus e rummad e sone gant meur a venveg : klarinetenn, saksofon, jaze, bombard, biniou bras hag (...)

 

Pobl(où) : Bretoned

Lec'hiañ : Bretagne

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Yann-Fañch Kemener : Tremen en ur ganañ (2018)

Gant : Ronan Hirrien

Yann-Fañch Kemener en deus gouestlet e vuhez d’ar c’han e brezhoneg. Unan eus mouezhioù anavezetañ Breizh eo. Goude 45 bloaz war ar vicher kaner e kont deomp e hent dibar e-barzh un teulfilm fromus sevenet gant Ronan Hirrien.

 

Pobl(où) : Bretoned

Lec'hiañ : Bretagne

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Yoann an Nedeleg, sorc’henn ar pib-ilin (2016)

Gant : Ronan Hirrien

Ar soner pib-ilin yaouank Yoann an Nedeleg a gas ac’hanomp da veajiñ betek Bro Iwerzhon. Rannañ a raio e ved a sonerezh ganeomp.Yoann an Nedeleg ne oa nemet 13 vloaz p’en doa klevet son ar biniou-ilin evit ar wech kentañ war albom Davy Spillane« Pipedreams » : d’ar poent-se e ra e soñj seniñ gant ar benveg-mañ. Digeriñ ‘ra ar film gant an eñvorenn fromus-mañ (...)

 

Pobl(où) : Bretoned

Lec'hiañ : Bretagne

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Aneirin Karadog : barzh e douar ar varzhed (2018)

Gant : Ronan Hirrien

En teulfilm-mañ e kont Aneirin Karadog deomp avantur vras ar varzhoniezh kembraek, hag e yezh e vamm, ar brezhoneg, e klask heklevioù ar varzhoniezh-mañ e Breizh.Un teulfilm eus ar c'hentañ sevenet gant Ronan Hirrien.

 

Pobl(où) : Bretoned

Lec'hiañ : Bretagne

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

La parole assassinée (2014)

Gant : Alyson Cléret

Tri rummad tud, etre koll ha spi, o klask ur respont an eil digant egile, ha digant o yezh aet da hêrezh : brezhoneg.

 

Danvez(ioù) : Arz, Glad, Yezhoù

Pobl(où) : Bretoned

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Wapikoni : escale à Kitcisakik (2010)

Gant : Mathieu Vachon

Mont a ra an teulfilm hir-mañ gant ar Wapikoni Mobile, ur studio mont-dont graet evit seveniñ war dachenn ar c'hleweled hag ar sonerezh,  davet yaouankizoù kumuniegezhioù henvroidi.

 

Danvez(ioù) : Arz, Stourm

Pobl(où) : Amerindianed

Lec'hiañ : Canada

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Sueños binacionales (2004)

Gant : Yolanda Cruz

Daou desteni skiant-prenet dibar henvroidid Mec'hiko o tivroañ d'ar Stadoù-Unanet: ar vMichteked, aet da Galifornia e-kerzh an tregont vloaz diwezhañ hag ar Chatinosed aet da Norzh Kalifornia nebeutoc'h eget dek vloaz 'zo.

 

Danvez(ioù) : Treuzvroañ, Tudoniezh

Pobl(où) : Amerindianed

Lec'hiañ : Mexique

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Le système Poutine (2013)

Gant : Jean-Michel Carré

Goude dilennadegoù falset, eo bet addilennet Vladimir Poutin. Kerkent eo bet kastizet kalet e enebourien ha lakaet en deus mouezhiañ kalz a lezennoù hag a wallgas ar frankiz : deuet eo Rusia da vezañ ur Stad penn-da-benn dindan yev ar «servijoù urzh » : polis, arme hag ar c'helaouiñ, ha Poutin eo ar mestr bras hollc'halloudus.  Kresket eo galloud ar Sevij (...)

 

Danvez(ioù) : Glad, Stourm

Lec'hiañ : Russie

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Les gens des baraques (1995)

Gant : Robert Bozzi

E 1970 en doa Robert Bozzi filmet kumuniezh portugalat kervidon Sant Denez. « Gwelout a raen anezhi war var koll he buhez. Koulskoude e foñs ur foukenn, e oa ur vamm gant he bugel nevez-c'hanet. O selloù a garantez an eil evit egile a zo chomet war ma spered. Pemp bloaz warn-ugent diwezhatoc'h em eus bet c'hoant d'adkavout « tud ar foukennoù » ha gouzout penaos o deus (...)

 

Danvez(ioù) : Treuzvroañ

Lec'hiañ : France

Tamm

Gwelet ar fichenn

Rue du Nord (2004)

Gant : Foued Bellali

Testeni enbroidid eus ar rummad kentañ, paotred ha merc'hed eus ar Maghreb, hag hini disheñvel un enbroad polonat hag ur beleg katolik belgiat. Buhezioù an dud hag an enbroañ.

 

Danvez(ioù) : Memor, Treuzvroañ

Lec'hiañ : Belgique

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

Cuire ensemble (2014)

Gant : Foued Bellali

Istor ur strollad tud deuet eus amañ hag ahont hag a felle dezho keginañ asambles, ijinet o deus ur rekipe dic'hortoz…

 

Danvez(ioù) : Memor, Treuzvroañ

Lec'hiañ : Belgique

Film war e hed

Gwelet ar fichenn

André Mare, carnets de guerre d'un caméléon (2014)

Gant : Frédéric Tonolli / Laurence Graffin

Istor ul livour norman hag a vesk an arzoù-kinklañ, an darguzhat-brezel hag un testeni diwar ar brezel bed kentañ.

 

Danvez(ioù) : Memor, Stourm

Bandenn-vrudañ

Gwelet ar fichenn