Pobloù

Palestinianed

Pobl ar Balestinianed

Istor Palestina a c'hellfe kregiñ gant Kanaan pe ar Bibl, aloubadeg ar Romaned pe an Aviel, ar Vizantined pe aloubadeg an Arabed, ar Groaziadeg pe Saladin pe c'hoazh gant an Impalaeriezh otoman. Bez' e c'hellfed ivez lavarout e c'heller komz eus an teir relijion undoueek (yuzeviezh, kristeniezh, islam).Komz a c'hellfed ivez eus an diemglev a vez dalc'hmat e traoñiennoù an Nil hag an Eufratez, etre daou sevenadur bras, Egipt ar faraoned diouzh un tu, hini Sumer ha Babilona diouzh an tu all. An holl fedoù-se a c'hellfe bezañ gwir evit kontañ istor Palestina. Met an holl a ziskouez n'hell ket kregiñ an traoù d'ur mare zero ha n'eus ket dioutañ (Elias Sanbar).

AN AMZER DREMENET

Krogomp gant an Henamzer uhel pa oa eus douar Palestina ur vro darempredet ha c'hoantaet gant kalz. Ar Filistianed, alese e teu an anv Palestina, a oa en em staliet eno en XIIvet kantved a-raok J.K., a-hed an aod a ya eus Mervent douaroù Kanaan, da lavarout eo ur vro a-hed ar Mor Kreizdouarel adalek strizhenn Gaza, betek Tel-Aviv ha Jaffa.

Er c'hantved kentañ a-raok J.K., pa oa kroget ar gristeniezh, e oa bet aloubet Palestina gant ar Romaned Palestina, hag eno e oa ar yuzeviezh ar relijion ofisiel.

E-pad ar marevezh bizantek, eus ar pevare d'ar 7vet kantved goude J.K., e oa deuet Palestina da vezañ « douar ar Gristenien ».

Er 7vet kantved, goude trec'h an armeoù arab, eo en emdroet tamm-ha-tamm an annezidi da vezañ muzulmaned. C'hoant bras iliz Roma da dapout ar galloud a zo bet pennabeg d'ar C'hroaziadegoù, hag unan eus ar palioù a oa adperc'hennañ bez ar C'hrist.

An holl relijionoù o deus bep tro da gejañ an eil gant eben ha da ziorren peogwir e oa bet a-viskoazh ar vro-se ul lec'h tremen hag eskemm ekonomikel, e kroashent ar C'hornôg hag ar Reter, war aod ar mor kreizdouarel.

War-dro ar bloavezh 1900 e oa 600 000 a dud o chom eno, muzulmaned evit an darn vrasañ, met ivez 10% a gristenien ha 3% a yuzevien. Ur vro peizanted e oa hag a brodue dreist-holl danvez evit an dud : eoul olivez, soavon Naplouz, orañjez Jaffa, agrum... Kêrioù evel Jaffa, Haifa ha dreist-holl Jeruzalem o deus kresket kalz.

Al lugan « douar hep pobl evit un bobl hep douar » a zo bet lakaet en a-raok gant diarogerien ar sionegezh pa oant en em staliet a zo faos, lakaet o deus da grediñ ne oa ket poblet Palestina hag dinac'het o deus e oa eus ur sevenadur palestinian.

ISTOR A-VREMAÑ PALESTINIA

Stag eo an istor, siwazh, gant hini an « diemglev » a grogas e dibenn an XIXvet kantved pa grouas Theodore Herzl al luskad sionegour en Europa. E-kerzh bloavezhioù kentañ an XXvet kantved, da vare kresk ar broadelouriezhoù ha krouidigezh ar pogromoù kentañ e Rusia, e weler o tiflukañ an enepyuzevouriezh a zegaso, gant an intelektualed, un « identelezh yuzev ». D'ar memes koulz, er Reter-Kreiz, ez eus ul luskad broadelouriezh arab o kreskiñ (hag ivez ur santimant broadel palestinian) hag a c'houlenn bezañ disrannet diouzh an Durked.

Goude ar Brezel-bed kentañ e oa bet lakaet ar Reter-Kreiz a-bezh dindan beli Breizh-Veur hag ar Frañs. E 1916 etu M. Sykes ha F. Georges-Picot o rannañ ar « breizhadenn ». Evit Bro-C'hall al Liban ha Siria, evit ar Saozon Irak, Palestina ha Jordania a-vremañ. E 1917 e kemenn disklêriadur Balfour « Gouarnamant he Meurded a sav a-du gant ur greizenn vroadel evit ar bobl yuzev e Palestina ». Pa oa erruet Hitler er galloud e oa kresket c'hoazh an enepyuzevouriezh hag e dibenn an Eil brezel-bed e oa bet kaset e-leizh a Yuzevien etrezek Palestina. Rankout a ra an dud taliñ ouzh an trevadennerezh saoz hag ouzh an trevadennerezh yuzev. Adalek ar penn kentañ o doa ar Yuzevien da bal prenañ douaroù a-fonn. Ar Balestinianed, kaset kuit, a sav a-enep. An aozadurioù sionour a grou trevadennoù hag a labour anezho a-voutin er c'hibboutzoù.

KROUIDIGEZH ISRAEL

Ne oa bet kavet tamm emglev ebet pa darzhas an Eil brezel-bed. Divizout a ra neuze Breizh-Veur kas an afer dirak ar Broadoù-Unanet a ginnig e 1947 ur raktres rannañ an douaroù. Daoust ma ne sav ar Yuzevien nemet da 30% eus ar boblañs ha n'o deus nemet 6,5% eus an douaroù, e vez roet d'ar stad yuzev 56,5% eus an dachenn. Goude bezañ lakaet ar spont da ren e krou an emsav sionour stad Israel e 1948. Lazhadeg ha drailh zo bet. Ar re zo chomet bev, spontet, o deus tec'het o kas ganto alc'hwez o zi o soñjal addistreiñ. An nakba (gwallreuz) a vez graet eus an dra-se. 800 000 Palestinian diwar 1,4 milion a annezidi a-raok 1948 zo kaset kuit. 151 000 a chom en Israel ha 450 000 e Gaza hag e SisJordania « n'int ket kaset kuit met distaget diouzh o bro ». Ar re all a ya da chom d’ar broioù arab all; Liban, Siria, Jordania evel repuidi, e dalc'h renadoù strizh. Bez' ez int « dougerien o bro » hag e klaskont adsevel er c'hampoù o zachennoù kollet, gant o doareoù hengounel ; un dislavar gwirion evit ul lusk broadelour klasel en e zoareoù ha dispac'hel evit pezh a sell ouzh an ideologiezh politikel.

An UNRAW a zo bet krouet e 1950, un ajañs eus ar Broadoù-Unanet e karg da skoazellañ ar boblañs palestinian dislec'hiet. Ur gefridi war berr dermen eo peogwir eo diazezet war an disentez 194, mouezhiet en ABU, a gomz eus « ar gwir da zistreiñ ». Diouzhtu goude disklêriadur stad Bro Israel e klask ar Balestinianed, pa n'asantont d'ar rannadur, en em aozañ evit difenn o dazont. Setu ar c'hentañ brezel etre Israel hag ar broioù arab. Da geñver an arsav-brezel e 1949, eo 78% eus an douaroù a zo perc'hennet gant Israel hag e kendalc'her da skarzhañ ar Balestinianed. Adalek neuze e krog strolladoù bihan stourmerien da dagañ Stad Israel. E 1957, ur strollad soudarded, en o zouez Yaser Arafat, a vod an holl stourmerien hag a grou ar Fatah, ur strollad kuzh da gentañ.

E 1967 e krog ur brezel nevez gant Israel, anavezet evel « brezel ar c'hwec'h devezh ». Tremen 300 000 Palestinad a zoharluet hag e krog neuze an tabut war an dachenn etrebroadel. An ABU a gemer un diviz nevez heñvel ouzh hini 1948 evit an harzoù hag ar gwir d'ar Balestinianed da zistreiñ d'o c'hêrioù ha kêriadennoù, met hep lavarout pegoulz. An drevadennerien yuzev, diouzh o zu, a nac'h kuitaat o zi.

Ar faezhidigezh-se a greñva an OLP (Aozadur evit dieubidigezh Palestina bet savet un toullad bloavezhioù a-raok gant ar prezidant egiptat Naser hag anvet eo Yaser Arafat da brezidant an OLP. Goude bloavezhioù teñval emañ ar Stourm palestinian en un enkadenn hag evit diskouez emaint aze c'hoazh e reont obererezhioù a ra trouz:skapadennoù gouestlidi, diheñchañ kirri-nij, h.a. Setu ar pezh a skriv Elias Sanbar: « Skeudenn vat ar Palestinian a ya da get: ar fedayin masklet, a oa gantañ skeudenn vrav ar stourmer, a zo bremañ ur sponter kougoulet, hag a skrap gouestlidi, hag ar stourm palestinian a vo merket gant se. E-pad bloavezhioù e klasko ar Balestinianed stourm en un doare reizh, bezañ a-du gant marc'hata ar peoc'h ha diverkañ an tamall a « bobl sponterien ».

YASER ARAFAT HAG AOTROUNIEZH PALESTINA

 Daoust da se e c'hounez penn nevez ar Balestinianed traoù a-bouez war an dachenn diplomatek, ar gwirioù lezennel evit e bobl ha perzh dileuriañ an OLP er C'hevre Arab ha goude en ABU hag en Europa. « Pep tra zo bet savet dreist-holl e diavaez Palestina, hag en diavaez eo ivez e vez stourmet a-enep arme Israel a aloub al Liban e 1982 evit kas kuit an OLP a ya neuze d'en em staliañ e Tunis ». E 1998, Palestinianed Sisjordania ha Gaza a aoz ur reveulzi hollek a-enep d'an dalc'herien: an Intifada. Mouezh ar bobl o c'houlenn an emrenerezh eo hag adkemeret eo gant Kuzul broadel Palestina en Aljer un toullad mizioù goude hag a embann krouidigezh ar stad palestinian. Kendalc'h Madrid e 1991, emglevioù Oslo e 1993, disklêriadur europat 1999 ha disentez 1397 Kuzul surentez ABU a anzav an identelezh palestinian. Anzavadur ar vro a zo bet lakaet e pleustr pa oa bet degemeret Palestina en UNESCO e 2012 hag e Emvod Meur ABU e 2012 ivez. Zoken ma n'eo ket bet lakaet hini ebet eus disentezioù ABU da dalvezout en Israel abaoe... den n'hell ken nac'h ez eus eus Palestina nag eus ar Balestinianed.

KROUIDIGEZH HAMAS

Dont a ra an Hamas diwar luskad ar vreudeur vuzulman ha strewet eo dre ar bed arab. E Palestina eo bet krouet e 1987 goude an intifada. Ne anzav ket Stad Israel, a-enep emglevioù Oslo emañ hag erbediñ a ra ar stourm armet, arguzenn implijet gant Israel evit terriñ ar c'hendiviz gant Aotrouniezh Palestina. Gounit a ra an dilennadegoù e 2006 hag ez eont e gouarnamant Aotrouniezh Palestina hag e renont war Gaza goude-se. An eil intifada a grog er bloavezh 2000 hag ar wech-mañ gant armoù. Ma oa un tamm spi da gaout gant an intifada kentañ ne oa tamm digoradur ebet da c'hortoz evit an eil. Diwar-se ez eo aet buanoc'h c'hoazh an trevadenniñ ha sevel Moger « an disparti » deuet da vezañ evit kevredigezh Israel gwirvoud ur raktres perc'hennañ, hi ivez en un enkadenn.

HUNVREOÙ A BEOC'H ALAIN GRESH

Eilrener ar Monde diplomatique
skrivet en e levr : « De quoi la Palestine est-elle le nom ? »

« Aes eo ober un diverrañ eus an tabut e Palestina : un hent-dall lazhus gant kasoni hag aon, un direizhded dic'houzañvus kuzhet dindan un  « diseblanted ar re na sell ket an afer-se outo ». An diskoulm nemetañ a seblante betek neuze poellek, div stad o vevañ an eil kichen eben, a seblant mont da get ken buan ha ma'z a war-raok an drevadennerezh e Sisjordania hag e Jeruzalem.

Ma tegemerer kement-mañ -div bobl war douar Palestina- eo ret gouzout petra 'c'hoarvezo goude: n'hell ket an diskoulm bezañ rediet gant un tu pe unan all; ret eo kaout ur stourm a-gevret evit ur pal boutin eus an daou du. Un hunvre? N'eo ket muioc'h eget klaoustre an ANC e Suafrika… n'eus ket kaoz amañ da dresañ kartenn ar gwellañ diskoulm, ar pezh a vo graet nemet gant ar renerien hepken, met kentoc'h prederiañ peseurt hent kemer. »

HAG EUS TU AR SINEMA ?

Ur festival eus ar re wellañ: Israéliens, Palestiniens, que peut le cinéma ? A zo bet savet diwar atiz Janine Euvrad a vez dalc'het bep bloaz abaoe 2003, ar memes anv a zo bet roet d'ul levr. Abaoe amzer an hini kentañ Michel Khleifi, o deus graet ar Balestinianed filmoù int o-unan ha niverus eo o sevenerien : Rashid Masharawi, Azza el Haszan, Elia Suleiman... ha labourat a reont gant o c'henseurted eus Israel: Elia Suleiman, Asi Dayan, Amos Gitai ou Avi Mograbi... hag ivez gant ar sevenerez yuzev Simone Bitton.

Gant perzh Monique Prévost hag Isabelle Tuil-Tordjman

LEVRLENNADUREZH SKAÑV :

  • Israéliens, Palestiniens, que peut le cinéma ? Gant Janine Halbreich-Euvrard, Embannadurioù Michalon
  • De quoi la Palestine est-elle le nom ? Gant Alain Gresh, Embannadurioù Actes Sud
  • Dictionnaire amoureux de la Palestine gant Elias Sanbar, Embannadurioù Plon
  • La Palestine expliquée à tout le monde gant Elias Sanbar, Embannadurioù Seuil
  • Atlas des Palestiniens, Embannadurioù Autrement
  • Salaam Palestine gant Bruno Pilorget, Marc Abel ha Véronique Massenot, ur c'harned beaj gant tresadennoù.
  • Lec'hienn Bro-C'hall-Palestinia "www.france-palestine.org"

Gwirioù skeudennoù : Nadine Naous ("Chacun sa Palestine"), Bruno Pilorget