Pobloù an Dom-Tom

Embann 1980

An DOM-TOM. Setu penaos e vez anvet gant ar Stad C'hall ar pezh a chom eus hec'h impalaeriezh trevadennel. Ne fell ket d'ar Stad anzav ar stourmoù evit an didrevadenniñ ha nac'h a ra ar gouarnamant kement kemm a vefe ha chom a ra stag ken e ra ouzh “bruzunennoù hec'h impalaeriezh”. Pegoulz ec'h asanto, en diwezh, e c'hello ar pobloù a zo bremañ dindan beli ar Frañs divizout ha merañ o-unan o aferoù? Setu ar goulennoù a voe er c'hendivizoù hag er filmoù dibabet : West Indies gant Med Hondo, pe ar c'hentañ film antilhat, La machette et le marteau gant Gaby Glissant. Pe c'hoazh Coco la fleur film brudet ar sinema pobl en Antilhez gant Christian Lara, Sucre amer gant Yann Le Masson er Reünion.

Eus tu Breizh, Yezh ar vezh gant Philippe Durand war marv rakjedet ar brezhoneg; Chroniques des années tristes, daou istor kenstur, hini ur gwinier okitan hag ul labourer-douar breton, gant Alain Aubert, ha bannadenn gentañ Plogoff, des pierres contre des fusils gant Nicole ha Félix Le Garrec.

Ur film aroueziek : Aimé Césaire, une voix pour le 21ème siècle gant Euzhan Palcy – 1994 – tennad
http://www.youtube.com/watch?v=COibVL9sSwQ
Ar Vartinikadez, sevenerez ar film Rue Cases Nègres, he deus graet un drilogiezh, tennet eus 40 eurvezh filmañ e-pad c'hwec'h miz, war ar barzh ha politikour brudet Aimé Césaire!

Notennoù :
Ur sevenerez vrudet eus an Antilhez, Sarah Maldoror, sellet ouzh ar fichenn war lec'hienn Africultures
http://www.africultures.com/php/?nav=personne&no=4156
Lec'hienn Gens de la Caraïbe evit kaout keleier sevenadurel diwar-benn al lodenn-se eus ar bed.
http://www.gensdelacaraibe.org/
Manifesto evit ar produioù “ret-holl”
http://www.lemonde.fr/politique/article/2009/02/16/neuf-intellectuels-antillais-contre-les-archaismes-coloniaux_1156114_823448.html

  • 2008 : disparition de Aimé Césaire