Kurdistan
Embann 2003

Selloù troet war-zu Turkia, Irak, Iran ha Siria. Ouzhpenn 25 milion a Gurded a zo distad hep kontañ re an diaspora kurd Europa. Kinnig a reomp labour filmaozourien dispar evel Yilmaz Güney, eus Turkia, en deus renet ar film Yol eus e doull-bac'h; Bahman Ghobadi, an Iranian gant Un temps pour l'ivresse des chevaux ha Les chants du pays de ma mère ; Mano Khalil, Kurd eus Siria. Ur filmaozour nevez ha donezonet, Kazim Öz. Lakaet e vez war-wel ivez filmaozourien yaouank,Kurded eus Irak, a zo bremañ gant programm DoKu Baudouin Koenig haFulvia Alberti. Ur film diwar-benn Leyla Zana, ur bennstourmerez Kurd toullbac'het, graet gant Kudret Günes hag a sko da vat speredoù an dud.

Eus tu Breizh: Qui se souvient de Minik? savet gant Delphine Deloget ha 20 ans à Molène, jamais molénais savet gant Véronique Pondaven, an daou film-se a gomz eus identelezhioù diseurt.

Ur film aroueziek : Je reviens d'un pays qui n'existe pas gant André Métayer hag Ariel Nathan – 1998 - penn-da-benn
 Ur film etre Turkia gurd ha karterioù kurd Roazhon, ar memes pobl. Disoc'h degemeridigezh ar gevredigezh Amitiés Kurdes de Bretagne a zo bepred anezhie Roazhon.

Notennoù :
Amitiés Kurdes de Bretagne, ur gevredigezh diaze eus Roazhon.
http://www.amitieskurdesdebretagne.eu/
Programmoù DoKu Alterdoc, ur mor a filmoù !
http://www.alterdoc.org/
Ul luc'hskeudennaoueg eus ar c'hentañ savet gant Chris hag Edith Kutschera, daou arbennigour war ar bed kurd.
http://www.kurdistan-photolibrary.org/
Evit kompren gwelloc'h kudenn ar Gurded, holl levrioù Hamit Bozarslan, istorour ha politologour, arbennigour war ar Reter-Kreiz.
http://www.bibliomonde.com/auteur/hamit-bozarslan-269.html