Pobloù orinidi Aostralia
Embann 1991

Moarvat eo ar wech kentañ, e Douanenez, m'en deus gallet ar sinema komz eus ur speredelezh all: Rachel Perkins, Wayne Barker ha Ned Lander eus tu ar filmaozourien, ha Michael Leigh hag an antropologourez Barbara Glowczewski a vo an doullerien hag an dreizherien. Kodakers and kories Michael Leigh; Nice coloured girls ha Night cries Tracey Moffat; Balgo art Wayne Barker; pe Into the mainstream Ned Lander a ro tro da vont dre ar c'hevandir-se. Babakiueria Don Featherstone a zo ur film-melezour hollvedel.

Eus tu Breizh: ar film Sur l’autre rive gant François Gauducheau a vesk gant barregezh c'hoarivaha bed ar vicherourien.

Ur film aroueziek : Babakiueria gant Don Featherstone - 1986 – penn-da-benn
http://www.youtube.com/watch?v=oUMpPgMGCe8
Ur film efed-melezour ha fent diroll: aloubadeg Aostralia gant an Orinidi!

Notennoù :
Barbara Glowczewski eo ar glaskerez anavezetañ war bed an orinidi. He levr diwezhañ : Les sciences humaines et sociales dans le Pacifique Sud .
http://las.ehess.fr/index.php?1716
From Sand to Celluloid, a zo un heuliad teulfilmoù berr orinat eus ar c'hentañ, skignet e 1997 gant Médiathèque des 3 Mondes. En o zouez, reoù Ivan Sen, a zeuio da vezañ goude-se ur filmaozour a-bouez e bed an orinidi.
http://aso.gov.au/titles/shorts/sand-celluloid-black-man-down/clip1
Seveniñ a ra Ivan Sen e 2009 Fire Talker, a gont buhez an emsaver Charlie Perkins, tad Rachel Perkins, orinadez, produourez ha filmaozourez.
http://www.youtube.com/watch?v=0Biy1fJXTGQ
Ur gomedienn war gan eus ar fentusañ gant Rachel Perkins,Bran nue dae, e 2010
http://www.youtube.com/watch?v=RnGRdaX594k